Flavius Julius Constans (320-350), ganet e Konstantinopolis, a oa impalaer roman eus 337 betek e varv e 350.
Mab yaouankañ Constantinus Iañ e oa Constans. E vamm, Fausta Flavia Maxima, a oa eil gwreg Constantinus. Daou vreur koshoc'h en doa, Constantinus II ha Constantius II.
Savet e voe da Caesar (= eil impalaer) gant e dad, d'an oad a 13 vloaz, d'ar 25 a viz Du 333, ha da Augustus ( = impalaer) d'an 9 a viz Gwengolo 337. En deiz-se e voe rannet an Impalaeriezh etre e zaou vreur all, Constantinus II ha Constantius II, hag eñ. Dezhañ e tegouezhas Italia, Pannonia hag Africa.
Constantinus II, mestr e Galia, Spagn hag Enez Vreizh, a aloubas Italia e 340, met trec'het e voe gant Constans en Aquileia, ma varvas Constantinus. E 341-2, ez eas Constans d'ober un droiad brezel ouzh ar Franked hag e penn kentañ 343 e reas un dro da Enez Vreizh.
E 350 e oa en em savet e jeneral Magnentius a-enep dezhañ, ha daou abeg a oa da se : e vout henvelreviad, hag e warded-korf varbar. Lazhet e voe Constans gant soudarded Magnentius en iliz Helena (Elne, e-kichen Perpignan) d'ar 27 a viz C'hwevrer 350.